San (lizherenn)

Lizherenneg
c’hresianek
Α α Β β ϐ
Γ γ Δ δ
Ε ε ϵ Ζ ζ
Η η Θ θ ϑ
Ι ι Κ κ ϰ
Λ λ Μ μ
Ν ν Ξ ξ
Ο ο Π π ϖ
Ρ ρ ϱ Σ σ ς
Τ τ Υ υ
Φ φ ϕ Χ χ
Ψ ψ Ω ω
Lizherennoù
diamzeret
Ϝ ϝ Ϙ ϙ
Ϛ ϛ Ͳ ͳ
Ͱ ͱ Ϸ ϸ
Ϻ ϻ

Ul lizherenn c’hresianek kozh ha na vez ket implijet ken eo san (Ϻ, ϻ) hag a dalvez 1 hervez ar sistem niverenniñ gresianek.

Renket e veze al lizherenn gozh-mañ etre pi ha qoppa el lizherenneg o klotañ gant al lizherenn fenisek tsade, daoust ha ma teu hec’h anv diwar hini al lizherenn fenisek shin.

Distaget e veze LFE [s] e gresianek klasel ha kemeret e oa bet e lec’h gant al lizherenn sigma da heul. Implijet e oa bet dre skrid hervez ar roudoù a van evit ar wezh diwezhañ er VIvet kantved a-raok ar marevezh voutin. Implijet e veze ivez evit treuzskrivañ ar son [ts] kavet er rannyezh arkadek-kiprenezek.


Diorroet e oa bet diwar patrom al lizherenn fenisek sade Aleph. War-lerc'h e oa bet diorroet ivez al lizherenn italek M (treuzskrivet Ś).


Developed by StudentB