Санкт-Петербург Sankt-Peterbourg | |
---|---|
Banniel | Skoed |
Riez | Rusia |
Gouarner | Georgiy Poltavchenko |
Rannvro armerzhel | Gwalarn |
Bann kevredel | Gwalarn |
Soubiekt | Sant-Petersbourg |
Daveennoù lec'hiañ | 59° 57' 00" Norzh 30° 19' 00" Reter |
Gorread | 1 439 km² |
Poblañs | 5 225 690 ann. (2016) |
Stankter | 3 631,47 ann./km² |
Kod pellgomz | 007 812 |
Kod post | 190000—199406 |
Deiz-ha-bloaz | 27 a viz Mae |
Internet | gov.spb.ru |
Sant-Petersbourg pe Sankt-Peterbourg[1] (Санкт-Петербу́рг, Sankt-Peterbourg e rusianeg, stumm berr ha pobl : Пи́тер, Piter), a zo ur gêr vras eus gwalarn Rusia. War delta ar stêr Neva emañ, er reter da bleg-mor Finland war ar Mor Baltel. Eil kêr bobletañ Kevread Rusia eo gant 5 281 579 a dud e 2017, goude Moskov. Ur greizenn vras greanterezh, enklask, kelenn ha sevenadur eo. Eil porzh rusian war ar Mor Baltel eo, goude Primorsk.
Lakaet e oa bet savet gant ar tsar Pêr Veur er bloaz 1703. Fellout a rae dezhañ sevel ur gêr nevez ha modern a vefe « ur prenestr digor war Europa » evit lakaat Rusia da vezañ unan eus riezoù bras ar c'hevandir. Kêr-benn impalaeriezh Rusia e oa eus 1712 betek an Dispac'h e Rusia e 1917. Anvet e oa Petrograd (Петрогра́д) etre 1914 ha 1924, ha Leningrad (Ленингра́д) etre 1924 ha 1991 araok kaout e anv orin en-dro da heul ur referendom.
Brudet eo Sant-Petersbourg gant he savadurioù hep o far eus an XVIIIvet kantved. He c'hened hag he c'hanolioù niverus o deus lakaet anezhi da vezañ lesanvet « Venezia an Norzh ». War roll Glad bedel ar bed an UNESCO emañ abaoe 1990.