Sant Visant Ferrer | |
---|---|
| |
Anv ganedigezh | Vicent Ferrer |
Urzh | dominigad |
Titl | kofesour |
Ganedigezh | València (Spagn) |
Marv | Gwened (Breizh) |
Beziad | Gwened (Breizh) |
Lakaet da sant | 3 a viz Even 1455, Roma (Italia) get Kallistus III |
Gouel | 5 a viz Ebrel |
Kounaet gant | Iliz katolik roman, Iliz Bro-Saoz |
Lec'h(ioù) pirc'hirinded | Gwened, València (Portal del Pouet, Sant Domènec) |
Patrom | Kumuniezh València, michererion ar sevel tier, plomerion ha tredanerion |
Skeudennadurezh | dilhad dominigad (gwenn get ur vantell zu), é predeg, get ar biz-yod é tiskouez an oabl, get ar Bibl en dorn, get ur sklav pe ur prizonour, get ur flammenn en dorn, get divaskell er c'hein (evel un ael ag an Apokalips), get un drompilh |
Fedoù heverk | levezon tu pe du e treuzvarc'had Caspe (yezhoù arall) hag e diskloum skism meur ar C'hornôg (yezhoù arall) |
Visant Ferrer pe Visant Ferrie (València, 1350 - Gwened, 1419), Vicent Ferrer e katalaneg, a oa un dominigad a Vro València hag a foetas hentoù an hanter ag Europa é predeg e gelennadur hag e sell àr ar gristeniezh. Desket-bras e oa ha kalz a bouez en doe bet e lez ar Pab Benead XIII ag Avinhon (yezhoù arall) hag e dilenn ar rummad-roueed kastilhat Trastàmara (yezhoù arall) e penn Kurunenn Aragon. Enoret eo evel ur sant get estroc’h evit ur gofezion gristen.