Deiziad krouiñ | 4 Ebr 1925 |
---|---|
Anv er yezh a orin | SS |
Den heverk | Heinrich Himmler, Reinhard Heydrich, Josef Mengele, Rudolf Höss |
Tachenn labour | political repression, gouennlazh, brezel, gwaskerezh, enep-emsavadeg |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Prezidant | Reichsführer-SS |
Merour/rener | Julius Schreck, Joseph Berchtold, Erhard Heiden, Heinrich Himmler, Karl Hanke |
House publication | Das Schwarze Korps |
Ger-stur | Meine Ehre heißt Treue |
Testenn ar ger-stur | Meine Ehre heißt Treue |
Stad | Republik Weimar, Trede Reich |
Ideologiezh politikel | Naziegezh |
Perc'henn war | Ostindustrie |
Sez sokial | Berlin, München |
Erlec'hiañ a ra | Q96680094, Stoßtrupp Adolf Hitler |
Deiziad divodañ | 8 Mae 1945, 10 Her 1945 |
Ar Schutzstaffel (pe SS, hag a dalv kement ha "bagadoù-gwareziñ")) a voe un aozadur damsoudardel broadel-sokialour eus Republik Weimar hag eus an Trede Reich, renet gant an NSDAP.
An SS a voe krouet d'ar 4 Ebrel e München, e 1925, evel gward personel Adolf Hitler.[1] Staliet e oa penn an aozadur er straet Prinz-Albrecht (Hiriv: Niederkirchnerstraße), e Berlin. Da gentañ e oa ur skourr eus ar Sturmabteilung (SA) a-raok mont da vezañ polis-diabarzh ar strollad, renet hag meret gant Heinrich Himmler a-c'houde 1929.
Ne oa ket muioc'h a 280 ezel pa zegouezhas Himmler e penn ar strollad, hogen ar c'hoskor a greskas buan betek tizhout 209 000 ezel e 1933 pa arruas ar strollad e penn ar galloud. Ur skourr milourel a zo bet krouet e tarzh an eil brezel bed, añvet ar Waffen-SS.