Seisyllwg | ||||
| ||||
Rouantelezhioù ar Grennamzer e Kembre | ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Kembraeg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
' | Krennamzer | |||
- Krouidigezh | 680 | |||
- Krouidigezh Deheubarth | 920 |
Ur rouantelezh e mervent Bro-Gembre a oa Seisyllwg. Krouet e oa bet gant ar roue Seissyll, un diskennad eus Usai, mab roue Ceredig Ceredigion. Roue Ceredigion e oa e-pad ar VIvet kantved. Aloubiñ a reas Dyfed hag a-benn stagañ Ystrad Tywi e teuas.
Seisyllwg e oa anvet rouantelezh unvanet Ceredigion hag Ystrad Tywi en e enor. War-dro 800 e stagas outi rouantelezhioù Builth ha Gwerthrynion ha da rouantelezh pennañ Kembre ez eas. Dieub a chomas ar rouantelezh betek 872 pa veuzas e roue diwezhañ Gwgan ap Meurig. Tremen a reas ar rouantelezh da Angharad ferch Meurig ha, drezi, d'he breur Rhodri Mawr a roas anezhi d'e vab Cadell ap Rhodri. Goude-se e voe renet Seisyllwg gant ur skourr eus tiegezh roueel Gwynedd evel un isrouantelezh.