Serie gioviana

Trepas kentañ an Uffizi. Poltredoù Giovio eo an taolennoù bihan, dindan al lein livet.

An Dastumad Paolo Giovio, pe ar Serie gioviana hervez an italianeg, zo un dastumad poltredoù, 484 en holl, dastumet gant an eskob hag istorour italian Paolo Giovio (1483–1552) hag a weler e trepasoù bras Mirdi an Ofisoù e Firenze.

Poltredoù tud a bep seurt int, re skrivagnerien, tud a stad hag a iliz, graet eus an dud en o bev evit un darn anezho. Soñj Giovio a oa mirout poltredoù eus tud illur en ur mirdi savet evit se war lez lenn Como.

Kollet eo an dastumad orin, met eiladurioù a voe graet evit Cosimo Iañ de' Medici hag ar re-se eo a vez gwelet en Uffizi Firenze.


Developed by StudentB