Sez Santel

Ar Sez Santel (Sancta Sedes e latin, Santa Sede en italianeg), anvet "Kador sant Pêr" ivez[1] a zo ur sujed a wir etrebroadel derc'hezouet gant ar pab hag ar guria roman (ar gouarnamant). Diazezet e voe er c'hantved kentañ gant sant Pêr ha sant Paol. Ur framm fetis en doe adalek an XIvet kantved gant krouidigezh ar guria roman hag un diplomatiezh.

Darempredoù diplomatel en deus gant 172 Stad er bed, sinañ a ra feurioù-emglev ha konkordadoù hag emezelañ a ra en aozadurioù etrebroadel. An noñsed abostolek eo e gannadourien.

Arabat eo droukveskañ ar Sez Santel gant Keoded ar Vatikan hag a zo ar riez krouet e 1929 gant Emglevioù al Laterano. N'eo ket liammet ar Sez Santel gant un tiriad, gant ar pab ne lavarer ket. Staliet eo er Vatikan hiziv, al lec'h ma embreger e c'halloud war an Iliz katolik roman hag an 23 Iliz katolik ar Reter.

  1. Geriadur Ménard p. 1028-b.

Developed by StudentB