Silzig

Silzig eus Polonia.

Ar silzig zo boued aozet gant kig-moc'h miñset temzet gant holen, spisoù ha louzoù frondus diouzh an dro. Dont a ra ar ger brezhonek « silzig » eus ar ger latin *salsica, zo deveret eus salsus, ur ger a dalvez kement ha « sall »[1]. Boas e vezer da lakaat an aozad kig-moc’h-se en un tamm bouzellenn. Fardañ silzig zo un doare da virout ar c’hig-moc’h. Poazhet, sec’het pe mogedet e vez ar silzig, da vezañ miret pelloc’h ha gwelloc’h.

  1. Online Etymology Dictionary ha Lexique étymologique du breton moderne, gant Victor Henry, p. 247

Developed by StudentB