Singapour

Republic of Singapore (Saozneg)
Republik Singapura (Malayeg)
新加坡共和国 (Sinaeg)
சிங்கப்பூர் குடியரசு (Tamileg)

Republik Singapour
Banniel Singapour skoed-ardamez Singapour
Banniel skoed-ardamez
Ger-stur : "Majulah Singapura"  (Malayeg)
"Onward, Singapore"  (Saozneg)
("War-raok Singapour")
Kan broadel: Majulah Singapura
Lec'hiadur Singapour
Lec'hiadur Singapour
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Singapour
1°17′N 103°51′E
Yezh(où) ofisiel saozneg, malayeg, mandarineg, tamileg
Gouarnamant Republik parlamantel
 - Prezidant Tharman Shanmugaratnam
 - Kentañ ministr Lee Hsien Loong
Gorread
 - Hollad 704 km² (190)
 - Dour (%) 1,4
Poblañs
 - istimadur 2020 5 685800 ()
 - Stankter 6 369,2/km² (4)
Moneiz Dollar Singapour (SGD)
Gwerzhid-eur (UTC+8)
 - Hañv (Eur hañv) (UTC+8)
Kod kenrouedad .sg
Kod pellgomz +65

Republik Singapour zo ur gêr-Stad e Gevred Azia, e su al Ledenez malaysat. Er C'hornôg emañ strizh-mor Malaka, er Su an Inizi Riau (Indonezia), hag er Reter Mor Su Sina. An eil poblañs stankañ er bed he deus. Diazezet e voe ar gêr e 1819 gant Stamford Raffles evel kontouer kenwerzh evit an Impalaeriezh vreizhveurat. Emren e voe Singapour e 1959 hag ur vro dizalc'h e 1965.
Un armerzh galloudus he deus bremañ, unan eus ar pevar Tigr aziat eo. Ur republik parlamantel eo. Sez ar C'henober Armerzhel evit Azia-Habask eo, hag ezel eo ivez eus ar Broadoù Unanet, Aozadur Bedel ar C'henwerzh, Kuzuliadeg Azia ar Reter, Emsav ar re e-maez bloc'h ha Kenglad ar Broadoù.


Developed by StudentB