Skouer

Ur pennad Skouer (steredeg) zo ivez.

Ur skouer zo ur benveg da vuzuliañ kornioù, dezhañ ur c'horn skouer, da lavaret eo kevatal da 90°.
Lod skouerioù zo digor, gant ur c'horn skouer ha netra all ; lod all zo serr, stumm un tric'horn dezho, gant ur c'horn skouer dre ret ha daou gorn all a vez 45° pep hini pe unan 30° hag unan 60°, sammad kornioù un tric'horn o vezañ 180°, da lavaret eo ur c'horn plaen.
Dibaot a wech e kaver skouerioù gant 90° ha daou gorn n'int na 30°, na 45° na 60°.


Developed by StudentB