Sofonias

Un ikonenn rusian eus an An 18vet kantved eus ar profed Sefania e Kizhi, Karelia

Sefania[1], pe Sofoni[2] pe Sofonias (Sophonias pe Zephania e latin, צְפַנְיָה en hebraeg) , a oa unan eus 12 profed bihan ar Bibl. Gellout a ra e anv talvezout "Kuzhet en deus Doue" , "a hini bet kuzhet gant Doue" pe "Emañ Doue o c'hortoz" . Skrivet en deus Levr Sefania, unan eus levrioù an Tanakh pe Testamant Kozh. E dibenn ar VIvet kantved a-raok hon amzer, e veve ar profed Sefania, dindan ren Josias.

Evit enebiñ ouzh gwall-levezon an Asirianed war rouantelezh Yehouda, e tiouganas "Devezh bras barn an Aotrou" ( Se 1:,14-18)., un drouziwezh hollvedel a verkje dibenn ur marevezh a bec'hed hag adsavidigezh Pobl Doue diwar ur "Restad" bihan, chomet feal dezhañ (Se 3 ).

  1. Troidigezh An Tour-Tan, p 243
  2. Troidigezh Gwilh ar C'hoad, 1897, p 813

Developed by StudentB