Solfach (pe Solfa ; Solva e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus mervent Kembre, e Sir Benfro. Emañ war aod Bae Sain Ffraid, nepell diouzh Tyddewi.
Ur porzhig gwarezet-mat eo, e goueled un aber strizh, hag ur porzh kenwerzh e voe Solfach e-pad kantvedoù, abaoe ar XIVvet kantved d’an nebeutañ. Drezañ e tremene gwinizh, heiz ha prenn eus ar c’hornad a veze kaset da Vristol, ha glaou ha maen-raz a errue eus Bristol, porzhioù su Kembre hag Iwerzhon zoken. War an diskar ez eas ar c’henwerzh-se e-kreiz an XIXvet kantved, pa ziorroas al linennoù hent-houarn e Breizh-Veur.
Hiziv eo deuet Solfach da vezañ ur greizenn bageal anavezet. Tremen a ra Gwenodenn Arvor Penfro dre ar gêriadenn ivez.
Gant ar c’haner Meic Stevens, a zo genidik eus Solfach, e vez kanet ur ganaouenn diwar-benn ar gêriadenn, anvet Ysbryd Solfa.
E 2011 e oa poblet ar gumuniezh gant 865 a dud, ha 258 anezho (30,7%) a oa kembraegerien[1].