Spesad

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Er vevoniezh e vez implijet an termen spesad evit unan eus ar renkoù rummouriel diazez a reer ganto evit sevel renkadurezh ar bevien. Termenet e vez ar spesadoù evel strolladoù ar bevien (plant ha loened) a c'hell gouennañ etrezo ha genel distaoladennoù distag ha strujus. Graet e vez al labour rummata gant daou seurt bevoniourien, al loenoniourien hag al louzawourien (ar re-se evit rummata ar plant).

Dre vras e talvez meur a anv boutin implijet evit loened ha plant anavezet mat evit hini ar spesad (leon, ki-dour), met meur a spesad a ya dindan ar skrev, da skouer.

Ul labour pouezus eo klask peseurt spesadoù distag a c'heller kavout daoust d'an heñvelidigezhioù. Meur a wech e vez kavet daou spesad pa veze kredet e oant unan hepken. Pa vez divizet ez eus ur spesad en e unan e vez savet un anv daoudel, da lavaret eo anv latin ar genad heuliet gant anv latin ar spesad. An daou anv a zo anv skiantel ar bevien.


Developed by StudentB