Iskevrennad eus | political crime, risk source, political activism |
---|---|
Studiet gant | sociology of terrorism |
Pleustret gant | sponter |
Enebet ouzh | enep-sponterezh |
Ar sponterezh eo an implij eus ar spont evit tizhout palioù politikel pe gevreadel. N'eus ket a dermenadur asantet gant an holl vroioù[1],[2] avat. An termenadurioù boutinañ a endalc'h an oberioù a zo o fal krouiñ spont, o deus un abeg kealoniel, hag a glask tizhout tud ha n'int ket soudarded pe tud uhel o c'harg. Un nebeud termenadurioù a endalc'h an holl oberioù a feulster direizh.
Ar sponterezh zo un doare brezel nann-feurel ha brezel psikologel. Ur garg politikel a zo gantañ[3], ar pezh a ra ez eo diaes reiñ un termenadur reizh dezhañ. Hervez un enklask bet kaset gant al Lu Amerikan ez eus muioc'h eget 100 termenadur[4].
Kalz aozadurioù eus kement tu politikel a zo o deus implijet ar sponterezh, en o zouez strolladoù politikel eus an tu-kleiz hag an tu-dehoù, broadelourien, strolladoù relijiel, dispac'herien ha gouarnamantoù[5]. Ar fed ma oa bet empleget kalz oberourien ha ne oant ket liammet gant ur gouarnament a oa bet abeg da galz tabut diwar-benn al lakaat Lezennoù ar Brezel da dalvezout evit an dra-se.