Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Bro sport | Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | Stacy |
Anv-familh | Peralta |
Deiziad ganedigezh | 15 Her 1957 |
Lec'h ganedigezh | Venice |
Bugel | Austin Peralta |
Micher | film director, skateboarder, skrivagner, senarioour(ez), director |
Bet war ar studi e | Venice High School |
Strollad etnek | Mexican Americans, Irish Americans |
Sport | skateboarding |
Stacy Peralta (15 a viz Here 1957 e California) a zo ur skater, un embreger, ur filmaozer hag un team surfer amerikan. Bet eo bet ezel eus Z-Boys, ha brudet eo ivez e bed ar plankennoù-ruilh evit bezañ ijinet un doare (anvet vert e saozneg) da implijout ar c’hrapennoù diazezet war fiñvoù ar surf.
Da 19 vloaz e oa ar skater a-vicher brudetañ. Nepell goude-se en em strollas gant George Powell ha krouiñ a rejont o embregerezh, Powell Peralta e anv. Peralta a savas ur skipailh skaterien anvet Bones Brigade, ennañ gwellañ skaterien ar mare, ha kalz kemmoù a zegasjont e bed ar plankennoù-ruilh. Stagañ a reas ivez gant ar filmañ hag ar produiñ videoioù evit skaterien evel Tony Hawk. Peurliesañ e vez gwelet e videoioù evel ar re wellañ a zo bet savet war ar skateboarding. E dibenn 1991 e kuitaas Powell Peralta, hag e krogas da labourat evit bed ar skinwel. En e filmoù, evel Dogtown and Z-Boys (diwar-benn e yaouankiz evel skater, bet ur priz e Sundance Film Festival) pe Riding Giants (2004) (teulfilm diwar-benn ar surf) e verzer ez eo bepred entanet gant ar skateboarding. Ur c’hoari-video diwar e benn a zo bet savet, anvet eo Tony Hawk's Underground.