Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Steven Spielberg |
Anv ganedigezh | Steven Allan Spielberg |
Anv-bihan | Steven |
Anv-familh | Spielberg |
Deiziad ganedigezh | 18 Kzu 1946 |
Lec'h ganedigezh | Cincinnati |
Tad | Arnold Spielberg |
Breur pe c'hoar | Anne Spielberg |
Pried | Kate Capshaw |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Tachenn labour | Sinema, film direction, filmaozañ, film screenwriting |
Karg | President of the Jury at the Cannes Festival |
Bet war ar studi e | California State University, Long Beach, Saratoga High School, Arcadia High School |
Lec'h labour | Hollywood |
Deroù ar prantad labour | 1969 |
Strollad politikel | Strollad Demokratel |
Relijion | yuzevegezh |
Perzhiad e | commencement at the Harvard University, Ice Bucket Challenge |
List of works | Steven Spielberg bibliography |
Filmography | Steven Spielberg filmography |
Ezel eus | Writers Guild of America, West, Directors Guild of America |
Lec'hienn ofisiel | https://amblin.com/steven-spielberg/ |
Oberennoù zo en dastumad | Museum of Modern Art, Harvard Film Archive |
Rummad tost | Category:Films directed by Steven Spielberg, Category:Films produced by Steven Spielberg, Category:Films with screenplays by Steven Spielberg |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Steven Allan Spielberg, bet ganet d'an 18 a viz Kerzu 1946 e Cincinnati (Ohio, Stadoù Unanet Amerika) a zo ur filmaozer ha produer stadunanat.
Savet en deus lod eus ar filmoù o deus graet ar muiañ a berzh er bloavezhioù diwezhañ. En o zouez e kaver E.T (1982) ha Jurassic Park (1993). Filmoù avantur ha skiant-faltazi a zo bet savet gantañ da gentañ, evel Jaws, E.T pe heuliad Indiana Jones. Diwezhatoc'h e tremenas da abegoù diaesoc'h evel al Loskaberzh gant Listenn Schindler pe an Eil Brezel Bed gant Saving Private Ryan (O saveteiñ ar soudard Ryan).
E labour filmaozer en deus boulc'het evit ar skinwel, gant ar rummad Columbo, da skouer. Unan eus e filmoù hir kentañ, Duel (1971), savet e senario gant Richard Matheson, a oa bet produet evit an tele stadunanat. Daou vloaz war-lerc'h e oa bet bannet war skrammoù sinema broioù zo eus Europa, da heul roidigezh Priz Meur Festival 1973 Avoriaz.
E 1975 e tarzhas da vat brud Steven Spielberg gant ar film Jaws, savet diwar ur romant gant Peter Benchley. Er bed a-bezh e reas berzh istor ar morvleiz debrer-tud, ha tri Academy Awards e oa bet rastellet gant Jaws (e rannoù ar Frammañ, ar Sonerezh hag ar Son).
Spielberg en deus kensavet Amblin Entertainment ha DreamWorks Studios, dre an embregerezhioù-se e voe ivez produer filmoù o devoa graet berzh bras, evel Back to the Future, Men in Black, hag an heuliad Transformers. Spielberg a zo aet goude-se war hent produiñ c'hoarioù video.