Sveden

Unaniezh Europa
Konungariket Sverige

Banniel Sveden
Banniel Sveden Ardamezioù)

Ger-stur ar roue
För Sverige – i tiden
"Evit Sveden – gant an amzer"

Lec’hiadur Sveden
Yezh ofisiel Hini ebet
(Svedeg de faco)[1]
Kêr-benn Stockholm
Statud politikel Rouantelezh vonreizhek
Roue Carl XVI Gustaf
Kentañ Ministr Ulf Kristersson
Gorread
• En holl
• % dour

450 295 km²
8,87%
Poblañs 10 261 767 (2021)
Stankter 23 ann./km²
Moneiz Krona (SEK)
Kan broadel Du gamla, Du fria
Devezh ar vro 6 a viz Mezheven
Kod Internet .se
Kod pellgomz 46

Ur stad eus hanternoz Europa eo Sveden (Sverige e svedeg), ent-hir Rouantelezh Sveden (Konungariket Sverige), e gourenez Skandinavia. Harzoù he deus gant Norvegia er c’hornôg hag en hanternoz, ha gant Finland er biz. Ar Mor Baltel eo a ra he harzoù a-hend-all, er reter hag er c’hreisteiz. Er mervent emañ strizh-mor Kattegat etre Sveden ha Danmark (met hiziv an deiz e c’heller treizhañ ar strizh-mor gant pont-tunnel Öresund a zo etre kêrioù Malmö ha Kopenhagen).

Stockholm eo ar gêr-benn.

  1. Yezhoù minorel a zo anavezet ent ofisiel : samieg, finneg, finneg Tornedal (meänkieli), romeg, yidicheg.

Developed by StudentB