Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.
Jamhuri ya Muungano wa Tanzania Republik Unanet Tanzania | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Kan broadel | Mungu ibariki Afrika "Doue ra vennigo Afrika" | ||||
Ger-stur | Uhuru na Umoja "Frankiz hag Unvaniezh" | ||||
Yezh ofisiel | Swahili (de facto) | ||||
Kêr-benn | Dodoma (Dar es Salaam) | ||||
Gorread • En holl • % dour |
945 087 km² 6,2 | ||||
Poblañs • Hollad • Stankter |
38 329 000 (2005) 41/km² | ||||
Prezidant | Samia Suluhu | ||||
Ministr Kentañ | Kassim Majaliwa | ||||
Gouel broadel | 26 a viz Ebrel | ||||
Moneiz | Shilling Tanzania | ||||
Kod pellgomz | 255 | ||||
Kenrouedad | .tz |
Tanzania zo ur vro e reter Afrika, war ribl Meurvor Indez, er su d’ar c’heheder. Harzoù he deus gant Kenya hag Ouganda en norzh, gant Rwanda, Burundi ha Republik Demokratel Kongo er c’hornôg, ha gant Malawi, Mozambik ha Zambia er su.
Div lodenn a ya d’ober Tanzania : an douar-bras, a veze graet "Tanganyika" anezhañ gwechall, hag enezeg Zanzibar e Meurvor Indez. Betek 1961 e oa trevadennoù saoz eus an div lodenn-se (anvet broioù-gwarezet). E 1961 e teuas Tanganyika da vezañ dizalc’h, ha kemend-all a c’hoarvezas gant Zanzibar e 1963. Unanet e voent en ur Stad hepken e 1964.
Savet eo an anv Tanzania diwar silabennoù kentañ pep lodenn eus ar c’hevread : Tanganyika ha Zanzibar. E-pad meur a vloaz e oa bet ar gêr-benn e Dar es Salaam, ur gêr vras war an aod, met e 1996 e voe divizet lakaat Dodoma, ur gêr e diabarzh ar vro, da vezañ kêr-benn. Un darn vras eus melestradurioù ar gouarnamant a yeas di, met lod zo chomet e Dar es Salaam.