Tegeingl a oa unan eus kantrevoù Kembre er Grennamzer.
Dont a ra an anv eus hini ar bobl geltiek a oa o vevañ eno en Henamzer, an Deceangli.
E biz ar vro e oa Tegeingl, etre ar stêr Clwyd er c'hornôg hag aber an Dyfrdwy er reter. Er c'hornôg dezhañ e oa kantrevoù Rhos ha Rhufoniog, er mervent e oa kombod Dogfeiling, e kantrev Dyffryn Clwyd, hag er gevred e oa Ystrad Alun ha Penarlâg. Klotañ a rae an tolead-se, dre vras, gant Sir y Fflint bremañ.
Rannet e oa Tegeingl e tri c'hombod : Rhuddlan, Prestatyn ha Cwnsyllt. E dalc'h rouaned kentañ Rouantelezh Gwynedd e oa kantrev Tegeingl met e dibenn an VIIIvet kantved e voe aloubet gant tud Mercia, enebourien Kembreiz Gwynedd ha Powys. Adkemeret e voe gant Owain Gwynedd en XIIvet kantved. Meur a wech goude-se e tremenas eus daouarn priñsed Gwynedd da re rouaned Bro-Saoz. A-benn ar fin e voe kemeret gant arme saoz Edouarzh Iañ pa voe aloubet Kembre gant ar roue-se etre 1277 ha 1283.
Rhuddlan e oa ar gêr bennañ ha Diserth a oa ur gêr vras ivez.