Rann eus | Bibl |
---|---|
Embannadur pe troidigezh | Tanac'h |
Studiet gant | Old Testament theology, Hebrew Bible studies |
Tikedenn Stack Exchange | https://christianity.stackexchange.com/tags/old-testament |
An Testamant Kozh pe Testamant Kentañ (henc'hresianeg : Ή Παλαιὰ Διαθήκη / hê palaià diathếkê) eo al lodenn gentañ eus ar Bibl, pe gatolik pe brotestant, enni un teskad levrioù hebraek savet e-pad ar c'hantvedoù a-raok an hoalad kristen. Dispaket eo peurvuiañ a-raok an Testamant Nevez e-lec'h ma 'z eus kaoz eus Jezuz Krist, a zo diazezer ha profed ar relijionoù kristen.
Hervez an Tanac'h, Bibl ar Yuzevien (re Balestina), ez eus ennañ 39 levr skrivet en hebraeg gant lodennoù bihan en arameeg e Levr Ezra[1] (Esdras) hag e Levr Daniel :
Bodet e vez an testennoù en un doare disheñvel diouzh hini ar Bibl katolik. Ne gaver nemet 24 levr eta evit an hevelep testennoù[4].
Al levrioù all (7) a zo erruet betek ennomp e gresianeg a-drugarez da droidigezh ar Seikont mui lodennoù zo eus levr Daniel hag eus levr Ester. Troidigezh ar Seikont a oa bet savet en Aleksandria en trede hag en eil kantved a-raok Jezuz Krist evit ar Yuzevien gresianeger.
Evit ar Gatoliked ez eus ennañ 46 levr rak diazezet eo war Bibl ar Seikont, Bibl Yuzevien an diaspora :
E Sened-Meur Trento (1545–63) e voe degemeret ar seizh levr (Youdith, Tobit,ar vMakabeed 1 ha 2, ar Furnez, Furnez Sirac'h, Barouc'h gant lizher Yeremia) mui an tammoù eus Levr Ester ha Levr Daniel ha na gaver ket en destenn hebraek, evel kanonel. Met peogwir ez eus bet tabutoù e-pad kantvedoù war o divoud e vez graet "eilkanonel" anezho[5].
Ar Brotestanted a ra peurliesañ gant ar Bibl hebraek (hini Yuzevien Palestina). Pa lakaont an testennoù eilkanonel e tiforc'hont anezho diouzh ar re all. Un toullad testennoù orin en hebraek eus ar skridoù eilkanonel a zo bet adkavet.