An Theravada (pali थेरवाद theravāda, sañskriteg स्थविरवाद sthaviravada|sthaviravāda); da lâret eo, "Kelenn ar re henañ" pe "ar c'helenn kozh", eo ar skol voudaegezh koshañ zo anezhi c'hoazh hiziv an deiz. Savet e oa en India. Mirour a-walc'h eo, ha dre vras tostoc'h d'ar voudaegezh kentañ[1], hag e-pad meur a gantved e oa bet relijion pennañ Sri Lanka (war-dro 70% ar boblañs hiziv[2]) hag an darn vrasañ eus douar-bras Azia ar Gevred (Kambodja, Laos, Myanmar, Thailand). Feizidi eus an Theravada a gaver ivez e minorelezhioù e lodennoù eus mervent Sina (ar strolladoù etnek Shan ha Tai), e Vietnam (Khmered Krom), Bangladesh (ar Varouaed, Chakmaed, ha Maghed), e Malaysia hag Indonezia. Abaoe nebeut e c'hounez tachenn e Singapour er C'hornôg (Europa, Amerika)[3].hag en in India[4]. Hiziv an deiz e vefe ouzhpenn 100 milion a Voudaiz a heuilh hengoun an Theravada, er bed a-bezh.