Un ti (tiez el liester, tier ivez en ul lodenn eus Treger ha Kerne, hag e Bro-Gwened) a reer eus ur savadur graet evit bezañ annezet gant tud. Dre vras e vez graet an tier e danvezioù fetis evel prenn, brikennoù, mein, pri pe vetaloù evit ober ar framm.
Ul loch a reer eus un annez savet gant danvezioù skañvoc'h (brankoù, pileroù prenn).
Un ti a vez dezhañ ur gorread na re vihan na re vras evit pourchas lojeiz d'ur familh pe d'un nebeud familhoù. Pa vez meur a familh o chom e vez kaoz eus ur mellad-ti pe ur c'hendi. Pa vez bihan an ti e vez kaoz eus ur pennti.
En ur ster ledanaet eo ivez an ti kement savadur bras pe vihan hag e vez graet ennañ un obererezh bennak resisaet el lavarenn, ti-skol da skouer, ha peurvuiañ ne vez ket a lojeiz e-barzh.