Tomaz Akin[1], Tommaso d'Aquino (italianeg), pe Thomas Aquinas (latin), lidet evel ur sant ha Doktor an Iliz gant an Iliz katolik roman a zo bet un doueoniour hag ur prederour italian eus ar re bouezusañ. Graet e vez tomazouriezh eus ar gelenn doueoniel ha prederouriezhel a gaver e skridoù meur ar prederour.
Ganet eo bet e kêriadenn Roccasecca e-kichen Aquino e Rouantelezh Naplez e 1228 ha marvet eo bet e 1274 en abati Fossanova nepell diouzh Latina. Ken reizh e oa e vuhez ma veze graet an Doktor Ael eus outañ. Lidet e vez e ouel d'an 28 a viz Genver (gwechall d'ar 7 a viz Meurzh – deiz e varv – ha d'an 8 gant al Lutherianed).