En astrofizik, un toull du zo un draez zo bras he zolz ha ken kreñv he fark gravitadur ma vir ouzh kement seurt danvez pe skin da dec'hout dioutañ. An hevelep traezoù ne skignont ket gouloù eta hag abalamour da se ez int du. Setu eus pelec'h e teu o anv. Deskrivet eo bet an toulloù du e damkaniezh ar relativelezh hollek. N'haller ket evezhiañ anezhe war-eeun, met meur a zoare evezhiañ dieeun e hirderioù gwagennoù disheñvel zo bet lakaet war-sav hag a-drugarez dezhe e c'haller studiañ an anadennoù a zegasont en o endro. Tommet e vez an danvez zo sunet gant un toull du pergen betek gwrezverkoù bras-kenañ kent bezañ lonket hag abalamour da se e skign kalz skinoù X. Memes ma ne vez ket skignet skinoù gant an toulloù du dreze o-unan, e c'haller dizoloiñ anezhe eta dre berzh o levezon war o endro. Bezañs an toulloù du zo asur evit hogos holl gumuniezh ar skiantourien a bled gant an dachenn-se (Astrofizikourien ha Fizikourien damkanourien).