Trajan

Delwenn eus Trajan e Xanten, en Alamagn

Trajan, pe Marcus Ulpius Nerva Traianus e latin, ganet d'an 18 a viz Gwengolo 53 (pe en Italica (Spagn) pe e Roma) ha marvet d'ar 27 a viz Genver (?) 117 e Selinus, e Kilikia, a voe impalaer roman eus dibenn Genver 98 betek 117. Pa varvas e oa anvetImperator Caesar Divi Nervae Filius Nerva Traianus Optimus Augustus Germanicus Dacicus Parthicus. Hennezh eo ar c'hentañ impalaer roman eus un tiegezh a orin eus ar proviñsoù ; e gwirionez e oa un tiegezh italian aet da chom da broviñs Baetica evel trevadennerien.


Developed by StudentB