An Draked kozh a oa ur strollad meuriadoù indezeuropean a gomze Trakeg - ur yezh eus familh ar yezhoù indezeuropek. O sevenadur, anavezet fall, a oa e bleuñv eus an III milved kent J.-K betek an III kantved goude J.-K.. En henamzer, edo ar meuriadoù-se oc'h ober o annez e reter ledenez ar Balkanioù, en he c'hreiz hag er su, evel el lodennoù eus Europa ar reter a oa tost d'ar vro-se. Krediñ a raent en divarvelezh, evel m'en danevell Herodotos a ra anv eus an "orfeüzegezh trakiat", er c'hontrol eus ar pep brasañ eus pobloù an amzer-se.
Edo an Draked o chom e proviñsoù kozh Trakia, Moesia, Dakia, Skitia Minor, Sarmatia, Bithynia, Mysia, Makedonia, Pannonia, hag e lodennoù all eus ar Balkanioù hag eus Anatolia. Goleiñ a ra an tolead-se ar pep brasañ eus ar Balkanioù, hag ar Getae en norzh d'an Danav betek ar stêr Bug[1].