Trakia (e bulgareg Тракия / Trakiya, e gresianeg Θράκη Thrákē, e latin Thracia pe Threcia, e turkeg Trakya) a zo un takad istorel ha douaroniel e Gevred Europa.
Hiriv e vez graet Trakia eus ar rannved a c'holo Su Bulgaria (= Trakia an Norzh), biz Bro-C'hres (= Trakia Kornôg) hag al lodenn europat eus Turkia (= Trakia ar Reter).
Riblet gant tri mor eo Trakia: ar Mor Du, Mor Egaios ha Mor Marmara. Graet e vez Roumelia eus Trakia e Turkia ivez. Trakia an Henamzer - an tiriad ma oa an Draked kozh o vevañ - en em astenne war Norzh Bulgaria, Biz Gres (Makedonia) ha lodennoù eus reter Serbia ha reter Makedonia an Norzh.