An dreuzjenerezh, pe treuzidentelezh (saozneg: transidentity) a denn d'an dud o deus un identelezh jener na glot ket gant ar jener a zo bet barnet dezho da vare o ganedigezh. Tud treuzjener a vez graet anezho. Er c'hontrol, an dud a glot o jener gant an hini a zo bet barnet dezho a vez graet tud kizjener anezho.
Peurliesañ, ar merc'hed treuzjener a zo tud a zo bet barnet dezho e oant paotr pa oant ganet, hag ar c'hontrol eo evit ar baotred treuzjener. An dud andaouel n'int ket na baotr na blac'h.