D'ar Romaned, e Roma an Henamzer, e oa teir lodenn en anv, pe tri anv, un doare-envel a oa anvet an tria nomina, hag a oa a orin etrusk, implijet gant ar batrisianed, ha goude gant ar blebeianed dre ma c'hounezent gwirioù.
Diazezet eo studi an anvioù-tud roman war an testenioù lennegel hag an enskrivadurioù war ar bezioù.