Turkia

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Türkiye Cumhuriyeti
Banniel Ardamezioù

Kan broadel
İstiklâl Marşı
"Ton-bale an Dizalc'hidigezh"

Gouel broadel
29 a viz Here
Klik dehoù war-du Google Maps
Melestradur
Dizalc'hidigezh 29 Here 1923
Bonreizh nevesañ 9 Du 1982

Kêr-benn Ankara
Gouarnamant Republik vonreizhel
Prezidant Recep Tayyip Erdoğan
(28 Eost 2014 )

Yezh ofisiel Turkeg

Moneiz Lira (₺) (TRY)
Gwerzhid-eur UTC+3
Kod pellgomz +90
Kod ISO 3166 TR
Douaroniezh
Gorread 783 356 km²
Poblañs 83 614 362
(31/12/2020)[n 1]
Stankter 107

Internet .tr

  1. (tr) Türkiye Istatistik Kurumu

Republik Turkia (turkeg : Türkiye Cumhuriyeti), Turkia ent-berr, « Turki » hervez an anv istorel e brezhoneg[1], zo ur riez daougevandirel, he lodenn vrasañ en Azia-Vihanañ ha 3% anezhi e takad ar Balkanoù en Europa. En em ledañ a ra a bep tu d'ul lec'h strategel-kenañ, strizh-mor ar Bosfor, etre Mor Egea hag ar Mor Du, da lavarout eo gevred Europa ha mervent Azia. E ledenez Anatolia emañ an darn vrasañ eus he douaroù eta.

Ur c'hroashent etre hentoù meur Europa hag Azia eo Turkia, hentoù war zouar ha war vor, ken eo bet un annez evit meur a sevenadur, ul lec'h evit meur a emgann hag ur greizenn genwerzhel eus ar re bouezusañ. Eizh riez a vez kavet tro-dro dezhi : Bro-C'hres ha Bulgaria er Gwalarn, Jorjia, Armenia hag Azerbaidjan (ezklozadur Nac'hitchevan) er Biz hag Iraq ha Siria er Gevred. En Henamzer eo bet tiriad Turkia ha tiriadoù tro-war-dro annez un impalaeriezh vras, hini Bizantion, he c'hêr-benn Kergustentin diazezet war riblennoù strizh-mor ar Bosfor.

  1. Turki eo anv ar vro, deuet eus ar galleg, e kanaouennoù brezhonek pobl, hag en anvioù evel ed-Turki.

Developed by StudentB