Tuvalu Tuvalu | |||||
| |||||
Ger-stur : "Tuvalu mo te Atua" (Tuvalueg) "Tuvalu evit an hini Hollc'halloudek" | |||||
Kan broadel: "Tuvalu mo te Atua" (Tuvalueg) "Tuvalu evit an hini Hollc'halloudek" | |||||
Kêr-benn | Funafuti | ||||
---|---|---|---|---|---|
Yezh(où) ofisiel | Tuvalueg, Saozneg | ||||
Gouarnamant | Monarkiezh bonreizhel | ||||
- Riegez | Charlez III | ||||
- Gouarnour Meur | Tofiga Vaevalu Falani | ||||
- Kentañ ministr | Feleti Teo | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 26 km² (192vet) | ||||
- Dour (%) | dister | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur Gouere 2021 | 11,900 () | ||||
- Stankter | 475,9/km² (27) | ||||
Moneiz | Dollar tuvaluan Dollar aostralian ( AUD )
| ||||
Gwerzhid-eur | (UTC+12) | ||||
Kod kenrouedad | .tv | ||||
Kod pellgomz | +688 |
Tuvalu zo ur vroad polinezian er Meurvor Habask. 5 atoll a ya d'ober anezhi ha, gant 26 km² he gorread ha 10 540 annezad, eo unan eus broioù bihanañ ar bed[1] hag an trede disterañ poblet. Anvet e oant "inizi Ellice" betek 1974. Tuvalu zo dizalc'h abaoe 1978.
Annezidi kentañ Tuvalu a vije deuet 3 000 bloaz 'zo eus inizi Samoa ha Tonga.
Lec'h uhelañ an enezeg a zo 4 metr a-us live ar mor. Rak-se eo ankenius efedoù tommadur ar blanedenn evit ar vro-se: muioc'h-mui a liñvadennoù a c'hoarvez; krignet ha sallet eo an douaroù a zo dibosupl gounit plant warne ken; drastusoc'h eo ar c'helc'hwidennoù ivez.