Unaniezh Europa | |
---|---|
Banniel Europa | |
Sturienn | In varietate concordia Unanet el liesseurtegezh |
Kanenn Europa | Kanenn d'al Levenez |
Devezh Europa | 9 Mae[1] |
Yezhoù ofisiel | Yezhoù Unaniezh Europa |
Savidigezh | |
Feur-emglev Roma 1añ a viz Genver 1958 Feur-emglev Maastricht 1añ a viz Du 1993 Feur-emglev Lisboa 1añ a viz Kerzu 2009 | |
Melestradur | |
Kêrioù-penn | Brusel Luksembourg Strasbourg |
Prezidantelezh • Kuzul • Kengor • Parlamant |
Charles Michel (12/2019) Ursula von der Leyden (07/2019) David Sassoli (07/2019) |
Douaroniezh | |
Gorread | 4 194 431 km² (UE27) 7vet renk[2] |
Poblañs • Hollad (2019) • Stankter |
446 834 578 (UE27) 107 ann./km² 3vet renk[2] |
Moneiz | Euro (€)[3] |
Gwerzhidoù-eur | UTC, UTC+1, UTC+2[4] |
Igorell bellgomz | +3 • +4[5] |
Armerzh | |
PDB (diazez PPA) • Hollad (2004) • PDB/annezad |
Renk 1añ[2] 9 € 610 milmilion 21 125 € |
Internet | europa.eu |
Unaniezh Europa[6][7] (UE) zo un aozadur etregouarnamantel ha dreistvroadel a vod 27 Stad eus Europa a reer ar Stadoù ezel anezho. E 1992 e voe degemeret an anv « Unaniezh Europa » dre Feur-emglev Maastricht a-zivout UE. Doareoù eus an Unaniezh a oa a-goshoc’h avat a-drugarez d'un aridennad emglevioù ha kendarempredoù bet skoulmet adalek 1951.
Oberiantiz Unaniezh Europa a c’holo holl dachennoù ar politikerezhioù foran eus ar yec'hed hag an armerzh betek an aferioù diavaez hag an emzifenn. Astenn he galloudoù a bak pell pe belloc’h avat diouzh an tachennoù. Hervez an tachennoù-se e tenn muioc’h an UE da :
Unan eus pennoberezh an UE eo sevel ha merañ ur c’henvarc’had a zo diazezet war un unaniezh valtoutel, ur moneiz hepken (degemeret evit poent gant 20 eus an 27 Stad ezel), ur Politikerezh Boutin war al Labour-douar (POBOL) hag ur Politikerezh Boutin war ar Pesketa.
Lies ensavadur zo bet savet a-benn suraat mont en-dro an UE. Ar re bouezusañ anezho o vezañ Kuzul Unaniezh Europa, Kengor Europa, Parlamant Europa ha Lez-varn Justis Europa.