Tachenn obererezhioù | video game industry |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1996 |
Anvet diwar | valve |
Diazezer | Gabe Newell, Mike Harrington |
Pennrener | Gabe Newell |
Merour/rener | Gabe Newell |
Stad | Stadoù-Unanet |
Ezel eus | Linux Foundation, game |
Furm lezennel | embregerezh prevez |
Lec'h diazez | Kirkland |
Perc'henn war | Steam, Half-Life, Portal |
Sez sokial | Bellevue |
Produ | c'hoari video, meziant |
Lec'hienn ofisiel | https://www.valvesoftware.com/ |
Dileuriad ar gwirioù a aozer | reproduction right not represented by CISAC member, Valve Corporation |
Oberennoù zo en dastumad | Museum of Modern Art |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Credits URL | https://www.valvesoftware.com/en-us/people |
Valve Corporation (lesanvet Valve Software, berraet alies e Valve) zo ur studio sevel c'hoarioù video hag un embanner niverel stadunanat savet d'ar 24 a viz Eost 1996 e Kirkland, Washington ha lec'hiet bremañ e Bellevue, Washington, Stadoù-Unanet Amerika.
Ur skourr zo e Luxembourg evit Europa, anvet, Valve S.a.r.l., ha digoret e 2012. Savet e oa bet Valve e 1996 dindan an anv Valve L.L.C. gant Gabe Newell ha Mike Harrington, daou implijad e Microsoft.
Gant an embregerezh e oa bet savet an heuliadoù c'hoarioù brudet-mat Half-Life, Counter-Strike, 'Portal, Day of Defeat, Team Fortress, Left 4 Dead ha Dota.
Gant Valve ivez e oa bet savet ul lusker grafik anvet Source a servij da zarn eus e c'hoarioù. Anavezet eo ivez ar studio evit bezañ bet krouet ar savenn niverel Steam, a zegasas ar Steam Machine, un heuliad c'hoarioù video evit an urzhiataer a ya en-dro dre SteamOS.