Ville zo ur ger romanek evit « kêr », hag a zeu eus al latin villa ("domani gounezel", aet da "palez war ar maez"). Stank eo e implij, koulz evel rakger hag evel lostger, da sevel anvioù-lec'h kenkoulz er broioù gallek hag er broioù saoznek, lec'h ma kaver al lostger -town ha -ton ivez.
Stank eo al lostger -ville en anvioù-lec'h Normandi dreist-holl, abalamour d'ar boaz o doa ar Vikinged da envel o domanioù gant anv un den + villa, da skouer Thorulf-villa hag a roas Trouville e normaneg. Gant aloubidigezh Breizh-Veur gant Gwilherm II, Dug Normandi en XIvet kantved e voe "ezporzhiet" di seurt anvioù (evel anvioù-lec'h hag anvioù-tud). Diwezhatoc'h e vint "ezporzhiet" adarre er c'hentañ impalaerezhioù trevadennel gall ha saoz da Norzhamerika, ha goude en eil Impalaerezhioù trevadennel gall, saoz ha belgiat da Afrika ha da Azia. Se zo kaoz eo ken stank seurt anvioù er bed. Goude an didrevadennerezh e voent cheñchet gant broioù zo nevez-dizalc'h evel Viêt Nam, Republik Demokratel Kongo hag Aljeria. Gant lod all avat e voent kadarnaet, ha reoù nevez a voe krouet zoken, evel Bongoville e Gabon.