Ur vogalenn a zo ur sonenn implijet e yezhoù ar bed. Disheñvel eo rummad ar vogalennoù diouzh hini ar c'hensonennoù dre ma vez leusket an aer da redek en un doare frank kentoc'h evit strishaat pe serriñ trakt ar vouezh.
Peurliesañ e vez kavet ur vogalenn e kreiz ur silabenn keit ha ma vez kavet ar c'hensonennoù pe e penn pe e lost ur silabenn.
Perzhioù ar vogalennoù
Vogalennoù disheñvel a vez produet dre lakaat an teod e lec'hioù disheñvel e-barzh ar genoù. Rannet e vez toull ar genoù hervez tri ment pennañ.
En daolenn-mañ da heuilh e vez diskwelet penaos e renker ar vogalennoù hervez o ferzhioù distagadur pennañ. (Pa weler vogalennoù par-ha-par ez eo plaen an hini gentañ ha ront eben).
Perzhioù pennañ
Vogalennoù digor ha vogalennoù serr (Ment a-serzh)
Uhelder ur vogalenn a denn da begen tost emañ an teod da doenn ar genoù. Er vogalennoù uhel evel [i] hag [u] emañ an teod tost da doenn ar genoù hag e vogalennoù izel evel [a] emañ an teod pelloc'h diouzh toenn ar genoù.
Peurliesañ e vez graet gant seizh live uhelder:
Vogalennoù a-raok ha vogalennoù a-dreñv (Ment a-led)
Diskrivet e vez ur vogalenn ivez hervez ma vez lakaet an teod pe war du penn a-raok ar genoù evel [i] pe war-du penn a-dreñv ar genoù evel [u].
Peurliesañ e vez graet gant pemp live:
Vogalennoù ront ha vogalennoù plaen
Tu zo ivez d'ober an diforc'h etre ar vogalennoù ront ha vogalennoù plaen pe nann-ront hervez stumm an diweuz.
Vogalennoù a gentañ renk ha vogalennoù a-eil renk
E meur a yezh e vez ront atav an diweuz gant an holl vogalennoù a-dreñv ha plaen an holl vogalennoù a-raok: vogalennoù a gentañ renk (saoz. 'cardinal vowels') a vez graet dioute.
Met yezhoù zo, en o zouez ar brezhoneg, a ra ivez gant vogalennoù all, d.s. vogalennoù a-raok ront evel [y]: vogalennoù a eil renk (saoz. 'secondary vowels') a vez graet dioute.
Perzhioù all
Friadur
Dre izelaat an hodegedenn e c'heller leuskel un tamm aer da dremen dre ar fri keit ha ma'z a kuit ivez dre ar genoù: vogalenn fri a vez graet eus ar re-mañ. Pa dremen an aer dre ar genoù nemetken e vez graet vogalenn genoù diouti.
Peurliesañ e vez mouzhiet an holl vogalennoù. Met gant yezhoù zo, dreistholl yezhoù genidik eus Amerika evel ar cheyenneg, e vez graet un diforc'h etre vogalennoù mouezhiet ha vogalennoù divouezh.
Bez eus ur re doareoù fonadur all evel ar vouezh fraoñv (saoz. 'creaky voice') pe ar vouezh c'harv (saoz. 'breathy voice').