Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par
Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn a-raok (saoz.: front vowel) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn ma vez lec'hiet an teod an tostañ ar gwellañ davet penn a-raok ar genoù, da lâret eo davet an dent.
Setu ar vogalennoù digor gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:
- vogalenn serr a-raok nann-ront [i], d.s. bzh. pil
- vogalenn serr a-raok ront [y], d.s. bzh. ruz
- vogalenn damserr a-raok nann-ront [e], d.s. bzh. ger
- vogalenn damserr a-raok ront [ø], d.s. bzh. cheu
- vogalenn damzigor a-raok nann-ront [ɛ], d.s. bzh. kêr
- vogalenn damzigor a-raok ront [œ], d.s. bzh. reuz
- vogalenn beuzdigor a-raok nann-ront [æ], d.s. slov. deväť ([ˈɟevæc]; "nav")
- vogalenn digor a-raok nann-ront [a], d.s. bzhg.: paper
- vogalenn digor a-raok nann-ront [ɶ], d.s. al. Aostria Seil ("fiselenn")