Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn digor (saoz.: open vowel) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn ma vez lec'hiet an teod an tostañ ar gwellañ ouzh toen ar genoù. A-wechoù e vez graet vogalennoù izel (saoz. low vowels) oute ivez oc'h ober dave d'ar fed m'ac'h a beg an teod war izelaat.
Kavet e vez ar vogalennoù-mañ en darn-vrasañ eus yezhoù ar bed.
Setu ar vogalennoù digor gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:
War live fonologel ur yezh resis bennak e c'heller ober "vogalenn digor" eus n'eus forzh peseurt vogalenn digoroc'h evit ur vogalenn etre, da lâret eo vogalennoù digor rik, vogalennoù peuzdigor ha vogalennoù damzigor.