Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn greiz (saoz.: Central vowel) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn ma vez lec'hiet an teod e-kreiz ar genoù dre e hed, da lâret eo hanter-hent etre ar penn-raoak (an dent) hag ar penn a-dreñv (ar staon).
Setu ar vogalennoù digor gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel: