Vogalenn serr

Gwelit ivez: LFE, Kensonennoù
A-raok Tost a-raok Kreiz Tost a-dreñv A-dreñv
Serr
i • y
ɨ • ʉ
ɯ • u
ɪ • ʏ
• ʊ
e • ø
ɘ • ɵ
ɤ • o
ɛ • œ
ɜ • ɞ
ʌ • ɔ
æ •
a • ɶ
ɑ • ɒ
Peuzserr
Damserr
Etre
Damzigor
Peuzdigor
Digor
Ront eo ar vogalennoù a-zehoù e pep par

Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn serr (saoz.: close vowel) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn ma vez lec'hiet an teod ar pellañ ar gwellañ diouzh toen ar genoù. A-wechoù e vez graet vogalennoù uhel (saoz. high vowels) oute ivez oc'h ober dave d'ar fed m'ac'h a beg an teod war uhelaat.

Kavet e vez ar vogalennoù-mañ e meur a yezh komzet dre ar bed.

Setu ar vogalennoù digor gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel:

  • vogalenn serr a-raok nann-ront [i], d.s. bzh. izel
  • vogalenn serr a-raok ront [y], d.s. bzh. tud
  • vogalenn serr greiz nann-ront [ɨ], d.s. roum. înspre ("davet")
  • vogalenn serr greiz ront [ʉ], d.s. iwerzh. úllaí ("avaloù")
  • vogalenn serr a-dreñv nann-ront [ɯ], d.s. trk. ılık ("dous")
  • vogalenn serr a-dreñv ront [u], d.s. bzh. mouk

War live fonologel ur yezh resis bennak e c'heller ober "vogalenn serr" eus n'eus forzh peseurt vogalenn serroc'h evit ur vogalenn etre, da lâret eo vogalennoù serr rik, vogalennoù peuzserr ha vogalennoù damserr.


Developed by StudentB