Westhoek

Westhoek, en daou du d'ar veveenn etre Belgia hag ar Stad C'hall.

Westhoek (korn ar c'hornôg en nederlandeg) a zo ur rannvro a Flandrez, lodennet etre arondisamantoù Diksmuide, Ieper ha Veurne e Belgia hag arondisamant Dukark e Bro-C'hall. Al lodenn c'hall eo ar rannvro nemeti eus Frañs ma komzer nederlandeg c'hoazh.

Disrannet eo ar Westhoek gall e teir rannvro naturel : ar Blootland, an Houtland ha Plaenennn al Leie.

Daouhanteret e oa bet ar Westhoek goude aloubadeg pastelloù-bro Kassel, Bailleul hag Ieper gant Loeiz XIV e 1677 goude Emgann Kassel. Ne oa ket an harzoù nevez harzoù sevenadurel pe yezhoniel avat.


Developed by StudentB