William D. Coleman (1842 - 1908) a oa ur politikour eus Liberia, bet prezidant ar vro (1896-1900).
Ganet e oa bet e kontelezh Fayette (Kentucky, Stadoù-Unanet). E familh a zivroas da Liberia e 1853 hag en em staliañ e-kichen Monrovia. Mont a reas da brezidant d'an 12 a viz Du 1896 pa varvas Joseph James Cheeseman ha dilennet e voe goude evit ur respet all. Reiñ a reas e zilez d'an 11 a viz Kerzu 1900.