Wolofeg (wolof) | |
---|---|
Takad istorel ar wolofeg | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Senegal, Gambia, Maouritania |
Rannved : | Kornôg Afrika |
Komzet gant : | 3,2 milion (yezh vamm) 3,5 milion (eil yezh)[1] |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù nijerek-kongoek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Senegal (anavezet) |
Akademiezh : | CLAD |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | wo |
ISO 639-2 | wol |
ISO 639-3 | wol |
Kod SIL | WOL |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur yezh atlantel eus skourr ar yezhoù atlantel an norzh eo ar wolofeg (wolof). Yezh vamm strollad etnek ar Wolofed. Emañ e skourr yezhoù atlantel familh ar yezhoù nigerek-kongoek.
Ar yezh komzet ar muiañ e Senegal eo ar wolofeg, ha n'eo ket komzet gant strollad etnek ar Wolofed hepken (war-dro 40% eus ar boblañs) met ivez gant ar pep brasañ eus Senegaliz all. Rannyezhoù ar wolofeg a cheñch diouzh ma vezont komzet e Senegal pe Gambia, war ar maez pe e kêr. Wolofeg Dakar, da skouer, zo ur meskaj wolofeg, galleg, arabeg ha saozneg komzet e Dakar, kêr-benn Senegal.