Y Lolfa (Ar Saloñs e brezhoneg) zo un ti-embann ha ti-moullañ e Tal-y-bont, e Ceredigion e Kembre savet e 1967 gant Robat Gruffudd ha renet hiziv gant e vibien Garmon Gruffudd ha Lefi Gruffudd.
Brudet eo evel ti-embann kembraek, met embann a ra ivez levrioù saoznek, diwar-benn Kembre dreist-holl.