Yamoussoukro

Yamoussoukro eo kêr-benn Aod an Olifant, war ribl Lenn Kossou, ul lenn savet war ar stêr Bandama. Abaoe miz Meurzh 1983 ez eo kêr-benn velestradurel ar stad e-lec’h Abidjan, 240 km pelloc’h er c’hreisteiz. Daoust ma n’eo ket kêr-benn ken ez eo chomet Abidjan kreizenn buhez armerzhel ar vro.

E 2006 e oa war-dro 200 103 a annezidi e Yamoussoukro.

Dont a ra anv ar gêr eus hini ar rouanez Yamousso, a veve eno da vare an trevadennerezh (war-dro 1900), en ur geriadenn anvet N'Gokro.

E Yamoussoukro e oa bet ganet Félix Houphouët-Boigny, prezidant kentañ republik Aod an Olifant. C’hoant en deus bet da sevel eno an iliz katolik vrasañ er bed : evel-se eo bet savet penniliz Itron Varia ar Peoc'h, zo brasoc’h eget penniliz Sant Pêr e Roma.


Developed by StudentB