Ur yezh zo ur reizhiad kengehentiñ savet diwar ur c'heriaoueg hag ur yezhadur. Bez' ez eo an doare diazez ma c'hall mab-den ezteurel ster e soñjoù koulz dre gomz, dre skrid ha dre sinoù.
An darn vrasañ eus ar yezhoù a c'hall bezañ skrivet evit enrollañ ha mirout o sonioù pe o sinoù. Perzh pennañ yezhoù an dud eo o liesseurted, deuet dre ar sevenadurioù hag an Istor : diforc'hioù bras zo deuet etre yezhoù ar bed e red an amzer dre savidigezh sevenadurioù nevez a-feur ma veze aloubet an Douar gant mab-den.