Renkadur morfologel |
---|
Er yezhoù dezrannel (saozneg : analytic pe isolating language), an darn vrasañ eus ar morfemoù zo morfemoù distag, da lavaret eo e c'hellont bezañ implijet evel gerioù hepmuiken
Ar c'hontrol-mik eo ar re-mañ diouzh ar yezhoù sintezel hag a ra diouzh o zu gant meur a vorfem stag evit merkañ perzhioù yezhoniel ar ger-mañ-ger. Er yezhoù dezrannel e verker perzhioù yezhoniel ar gerioù er frazenn hervez o urzh enni.
Ur yezh dezrannel anavezet mat eo ar sinaeg. Da skouer :
"Ma holl vignoned a fell dezho debriñ vioù" | ||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
我 | 所有 | 的 | 朋友 | 都 | 要 | 吃 | 鸡 | 蛋; |
wǒ | suǒyǒu | de | péngyou | dōu | yào | chī | jī | dàn |
Me | holl | [rannig perc'hennañ] | mignon(ed) | holl | fellout | debriñ | yar | vi(où) |
Evel ma tiskouez mat ar skouer-mañ, pep silabenn (pep eil a-wechoù) a dalvez d'ur mennad. Ouzhpenn-se e weler mat penaos e vez implijet daou c'her (pe daou vorfem) da dalvezout da holl (所有 suǒyǒu ha 都 dōu). Setu unan eus ar perzhioù kevreadel a gaver alies er yezhoù dezrannel.
Meur a yezh dezrannel all zo en Azia ar Gevred, evel an thai (pe taeg) hag ar vietnameg.
Pa geñverier ar frazenn sinaek gant he zroidigezh vrezhonek e weler splann penaos e vez implijet meur a vorfem stag (kengerioù) e brezhoneg evit merkañ perzhioù yezhoniel. Sklaeroc'h c'hoazh eo an diforc'h etre ar yezhoù dezrannel evel ar sinaeg hag ar yezhoù sintezel pa vezont lakaet keñver-ouzh-keñver gant yezhoù evel an alamaneg[1] :
Der Mann | Die Männer | ||
---|---|---|---|
Der | Mann | Die | Männer |
an ger-mell strizh |
den anv-kadarn nominativel gourel unander |
an ger-mell strizh |
dud anv-kadarn nominativel gourel liester |