York zo ur gêr istorel en hanternoz Bro-Saoz hiziv, hag unan eus re goshañ ar vro, pa voe savet war-dro ar bloaz 71 e kember ar stêrioù Ouse ha Foss, gant ar Romaned, ha hi kêrbenn proviñs Britannia Inferior hag Eboracum hec'h anv kentañ. Diwezhatoc'h e voe kêrbenn rouantelezhioù Northumbria ha Jórvík. Goveliet eo bet ur furm brezhoneg diwar an anv latin Eburacum, Evrog, dic'hiz ha nebeud implijet[1].
Kêr-benn gozh kontelezh York (Yorkshire) eo ivez.
Da 208 200 e save niver annezidi kêr e kreiz 2017.