An aldernezeg (Auregnais, Aoeur'gnaeux pe Aurignais) a zo ur yezh normanek aet da get, bet komzet gwezhall e komzet en Aldernez.
Komzet e veze ivez ar yezh e-pad un nebeud bloavezhioù e Les Casquets gant tud eus Aldernez aet d'en em staliañ eno.
Kar e oa d'ar gwernenezeg, ar Jerzenezeg hag ar sarkeg hag ivez d'an normaneg komzet e Normandi.
Aet eo ar yezh da get evit meur a abeg: da gentañ abalamour d'an niver vras a envroidi eus Bro-Saoz bet kaset da labourat eno gant ar Gouarnamant dreist-holl, d'holl heul war-lerc'h e teuas d'en em staliñ en enezenn meur a saoz all ivez o klask hom hep paeañ o zailhoù e Breizh-Veur; da eil, eo aet tec'het diouzh an enezenn hogozik an holl Aldernezed da geñver alboubadeg an enezenn gant an Alamagn e-kerz an Eil Brezel Bed; da drede, ne oa bet triv ofisiel ebet evit kas ar yezh war-raok, hag e 1880 ec'h ae holl vugale an enezenn kenetreze e saozneg nemetken.
Liammet eo ivez istor ar yezh ouzh hini ar galleg, kar d'an aldernezeg mt dishñvel dioutañ, en Aldernez, kenofisiel ennañ betek 1966, staliet da c'houde en enezenn ar saozneg evel yezh ofisiel nemeti.
Daoust ha na vez ket implijet ken ar yezh na dre gomz na dre skrid e van meur a roud anezhi el lec'hanvadurezh an enezenn, da skouer Ortac (Or'tac) ha Burhou.