Hamburg | |
---|---|
Riez | Alamagn |
Rannvro | Alamagn (Stad Hamburg) |
Kod pellgomz | |
Kentañ maer Amzer gefridi |
Peter Tschentscher (SPD) 7 a viz Meurzh 2011- |
Gorread | 755,264 km² |
Hed | |
Led | |
Uhelder | |
Poblañs hep kontoù doubl | 1,899,160 (2019)[1] |
Stankter | 2,400/km² |
Hamburg (distaget [ˈhambʊʁk] en alamaneg) eo an eil kêr vrasañ en Alamagn (goude Berlin) ha porzh brasañ ar vro. Kêr-benn stad Hamburg eo ivez, hag ur gêr-stad eo. War-dro 1,9 milion a dud zo o chom enni (2019), ha tost da 5 milion en tolead-kêr.
Oberiant e oa Hamburg evit diazezañ Kevre hanseatek. War plakennoù marilh ar c’hirri e lenner HH, pezh a dalv Hansestadt Hamburg. An anv ofisiel a zo Freie und Hansestadt Hamburg (kêr dieub hag hanzeatek Hamburg. Ur statud ispisial a zo d’ar gêr vras-se e-barzh ar BRD, evel Bremen ha Berlin.
An tisavouriezh zo e-gizh broioù an hanternozh, gant ur rouedad stank a ganolioù, ul lenn artifisiel zo war stêr er c’hreiz-kêr.
Brudet eo mirdi ar c’hunsthalle, pe ar Bucerius Kunst Forum hag enno e vez diskouezadegoù berrbad. Gouestlet eo ur c’harter a-bezh da vuhez ribouloù an nozh : Sankt Pauli hag ar Reeperbahn, kornioù gant tud gadal ha gisti a weler stank . Emañ H er poent kej evit stêrioù an Alster, ar Bille hag an Elbe. Da 110 km emañ genoù an Elbe e mor Hanternozh. Listri-karg doug-kontener a c’hell leviañ war an Elbe a mont betek kêr. 15 vet porzh ar bed eo gant e listri-ramzel hag an eilvet european goude Rotterdam. Kaji gorread Paris Meurgêr a zo gant tolaead HH, hogen gant peder gwech nebeutoc’h a annezidi warni. 30 m² eo ment ur ranndi dre geidenn. Kalz glazur a gaver enni, betek 14%.