Un obererezh dudi gant implij barregezh evit lakaat ar plant da greskiñ en ul liorzh eo al liorzherezh. Pal pennañ al liorzhour eo sevel un endro kenedus ha plijus, ur pall all a zo kaout boued (frouezh, legumaj ha plant frondus).
Graet e vez gant hiniennoù dreist-holl war-dro o zi. Ouzhpenn al liorzhoù a-dal d'an tiez e c'heller liorzhañ war doennoù (liorzh-toenn), atriomoù, balkonoù ha patiooù.
Ouzhpenn al liorzherezh-ti e kaver al liorzherezh evit takadoù glas, enno al liorzhoù publik, ar parkoù foran, al liorzhoù-louzawouriezh, ar parkoù dudi, ar zooioù, tro-war-dro al letioù hag lec'hioù touristel all hag ivez a-hed an hentoù. N'eo ket mui hiniennoù a ra war-dro, met ur skipailh liorzhourien gopret. Evit lakaat plant da greskiñ war-dro ar poulloù hag ar gwazhioù e vez kaoz eus al liorzherezh-dour.
Posupl eo liorzhañ e diabarzh ur savadur (un ti, un ti-gwer da skouer). Liorzherezh diabarzh e vez graet eus outi. Ret eo degas barregezhioù a-zoare pa lakaer plant da greskiñ en diabarzh ha staliañ sistemoù tommerezh pe sistemoù reizhañ an aer.